Mont d’an endalc’had

Mauser M712

Eus Wikipedia
Mauser M712
"Schnellfeuer"


Ur bistolenn Mauser M712
Kinnig
Bro Republik Weimar
Doare Pistolenn damaotomatek/aotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munisionoù 7,63 × 25 mm Mauser
9 mm Parabellum (ral-kenañ)
Produer Mauser
Mare produiñ 1932 - 1936
Niver produet War-dro 100 000
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 1,240 - 1,285 kg
Hirder 288 - 296 mm
Hirder ar c'hanol 132 - 140 mm

Lusk-tennañ Etre 900 ha 1000 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv 10 pe 20 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Mauser M712 Schnellfeuer ("tenn prim") zo ur bistolenn ijinet e 1931-1932 gant an embregerezh alaman Mauser. Un adstumm aotomatek d'ar Mauser C96 eo, met gellet a raer tennañ e mod damaotomatek ganti ivez.

Er bloavezhioù 1920 e ranke an embregerezhioù armoù-tan alaman doujañ ouzh reolennoù strizh bet lakaet e plas goude feur-emglev Versailhez. An aergelc'h politikel a grogas da cheñch e deroù ar bloavezhioù 1930 gant kresk an naziegezh er vro. Mauser a adkrogas da ginnig produioù kozh evel ar bistolenn C96, met homañ a oa bet kopiet gant embregerezhioù euskarat er bloavezhioù kent. Astra y Unceta, en o zouez, a ginnige abaoe 1928 ur stumm aotomatek eus an arm[1].

Mauser a zivizas kinnig e stumm aotomatek dezhañ eus ar C96. An ijinour Josef Nickl a vreouas un doare pistolenn kentañ hag a voe produet 5000 skouerenn anezhi etre 1931 ha 1932, a-raok bezañ dilezet abalamour d'he loc'henn evit tremen e mod aotomatek bezañ re dost ouzh bizied an tenner, ar pezh a c'halle degas gwallzarvoudoù tennañ. An eil stumm a voe kemmet gant an ijinour Karl Westinger ha produet adalek 1932[1].

100.000 skouerenn eus an arm, anvet M712, pe Modell 1932, a voe savet en holl betek 1936. Ar braz anezhe a voe implijet e Sina[2]. Un nebeud a servijas e-pad an Eil Brezel-bed etre daouarn soudarded zo eus an Heer, ar Kriegsmarine hag ar Waffen-SS.

Savet e oa an M712 gant gwikefre ar C96, ha kambret e oa e 7,63 × 25 mm Mauser ivez. An diforc'h nesañ gant ar bistolenn orin, ouzhpenn ar mod aotomatek, e oa he c'harger fiñv 20 kartouchenn (ha 10 a-wechoù) a gemere plas ar sistem pourveziañ dre laonennoù-kargañ[3].

Etre 900 ha 1000 tenn/mn eo lusk-tennañ an M712. Talvezout a ra e c'hall bezañ goulloet ur c'harger 20 tenn en ur segondenn tamm-pe-damm[1].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) HUON Jean, Histoire des pistolets Mauser, Crépin-Leblond, 2009, 176 p., ISBN 978-2703003229
  • (en) FERGUSON Jonathan, The ‘Broomhandle’ Mauser, Osprey Publishing, 2017, 80 p., ISBN 978-1472816153
  1. 1 2 3 (fr) Thomas Anderson, M712 « Schnellfeuer » war LAI Publications, 13/12/2022 (pellgarget d'ar 04/09/2025)
  2. (en) McCOLLUM Ian, Mauser “Schnellfeuer”, or Model 712 Machine Pistol, Forgotten Weapons, 19/05/2016 (lennet d'ar 04/09/2025)
  3. (en) POPENKER Maxim, Mauser C-96, Modern Firearms (lennet d'ar 04/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan